Bloc'h danvezenn nervel o c'henniñ an darn vrasañ eus poull adreñv ar c'hlopenn, loet dindan delt an ilpenn, a-dreñv ar c'hef empenn hag ereet outañ diwar-bouez an tri re droadoù ilpenn ; lodenn eus an dregempenn, ouzh he ober ur rannbarzh kreizer, ar preñv (PNA vermis), ha div dolbezenn gostezel pe hanterennoù ilpenn (PNA hemispherium cerebelli) ; evel hanterennoù an empenn, e c'hoarvez an ilpenn eus ur bluskenn louet o pallennañ ur steuñvenn wenn a zo en he c'hreiz tolzennoù louet pe gronnoù ilpenn (PNA nuclei cerebelli) ; roll an ilpenn eo reoliñ ar c'hempouez, an tant, kedren ar fiñval diarvenn hag ar fiñval diarzoug.