Stroll bevastalerioù eus kerentiad ar betalaktamineier ; douhennet e vez ar seurtad naturel eus ar Cephalosporium, foue nes d'ar Penicillium ; ledanoc'h eo o skalfad bevastaliñ eget hini ar penikillineier ; harzusoc'h int ivez ouzh ar penikillinaz, nemet int pistriusoc'h ouzh al lounezhi.