Ardivink o tec'han, dre c'hweldreiñ, un nerzh kreiztec'h (a zewerzher dre gemer c'hwimm ar ponnerder g. da unanenn) ; kevaraezañ a ra buanaat gouzedadur ar rannigoù en arlug e-barzh al liñvennoù bevel, disrannañ da skouer elfennoù luniek ar gwad (tronizherezh tregemmel) ; c'hwimmoù o sevel betek 100 000 pe 200 000 g. a ziraezer er goullo gant an dreisttronizher.