Preder

Geriadur ar vezekniezh

cellulaire : tissu ∼ sous-cutanésubcutaneous cellular tissuegwiad g. kellaouek endan-groc'hen

Furm eus ar gwiad kenglenel loet dindan ar c'hroc'hen, anvet c'hoazh gwiad kenglenel laosk (Gl.  tissu conjonctif lâche) dre ma vez rouesoc'h enni ar gwiennoù kollagen, pe gwiad lavnennek (Gl.  tissu lamelleux) dre ma vez stalet e rezh kennennoù tanav ; hervez an aozerion ez eo ar gwiad kellaouek pe ur parzh eus ar c'houdonenn, pe ar c'houdonenn he unan, pe ur gwiad dioutañ loet etre ar c'houdonenn hag ar faskienn ; evit aozerion all ez eo ankantrat lakaat kemm etre ur gwiad kellaouek endan-groc'hen ha stummoù all ar gwiad kenglenel.

Kent War-lerc'h