Kavenn bonnet en adreñv gant al livenn dargreiz hag ar c'higennoù sonner, a-gostez gant ar c'higennoù ledan, en araog gant ar c'higennoù eeun, rannet diouzh kavenn ar brusk gant ar gelc'hspeurenn, kendalc'het en traoñ gant kavenn al lestr ; e kavenn ar c'hof emañ an darn vuiañ eus flugez ar benvegad koazhañ hag an organoù troazhañ.