Preder

Geriadur ar vezekniezh

catalepsiecatalepsydarsonn g.

Koll padennek argrezusted diarvenn ar c'higennoù gant ustant ha hezelv kaherel ; pa zeu an arseller a-benn da drec'hiñ d'an ustant ha da zeloc'hañ an izili e van ar re-mañ en emstummoù roet dezho (anadenn ar weüsted koarek, flexibilitas cerea an aozerion glasel) ; ha pa ve deloc'hadus pe get an izili hervez derez an ustant, e vez ar gouziviad dic'houest da nep fiñval emdarzh ; lodek eo an darsonn en anaezioù diseurt : anafoù empenn, azoniadoù parkinsonek ha dianempennfoel, skizofreniezh, darfell, teogerezh.

Kent War-lerc'h