Anvad roet gant Laennec d'an daskren munut hag herrek heñvel ouzh rouzmouzerezh ur c'hazh, merzhet gant palv an dorn harpet plaen war rannbarzh kern ar galon, kevret gant ur sourr fraoñvus ouzh ar selaouennañ, erzerc'had an isvoll mintrek ; astennet eo bet arver an termen d'an daskrenoù heñvel oc'h azonañ an isvoll eus gwaskoù all ar galon (sl. frémissement).