Preder

Geriadur ar vezekniezh

caryotypekaryotypegenrizh g., kariotip g.

Teskad ar c'hromozomoù bezant en ur gellig, naouus d'un hinienn pe d'ur spesad ; genrizh mab den a zeskriver hervez destladur etrevroadel Denver (1960) ; renkañ a reer ar c'hromozomoù dre urzh o hed war zigresk ha diouzh savlec'h o c'hentromer ; dasparzhet emañ ar 46 kromozom denel :
 e-barzh kelligoù ar  e-barzh kelligoù ar soma, eleze kelligoù ar c'horf e-maez ar c'helligoù revel : diouzh un tu, 44 A (kromozomoù somatek pe aotozomoù, eriñvet dre an delun aotozomek, Gl.  formule autosomique), diouzh an tu all, 2 X gant ar vaouez, X + Y gant ar gour (kromozomoù revel pe gonozomoù, eriñvet dre an delun gonozomek, Gl.  formule gonosomique) ;
 e-barzh kelligoù ar  e-barzh kelligoù ar germen, eleze ar c'helligoù revel : 22 A + X evit ar vigellig, 22 A + X pe 22 A + Y evit ar spergellig (kromozomoù revel pe gonozomoù, eriñvet dre an delun gonozomek) ;
sammad an delunioù aotozomek ha gonozomek eo an delun kromozomek, amparet gant niver ar c'hromozomoù hag an dasparzh anezho ;
erfin, e teskriver e pep kromozom, adalek ar c'hentromer, ur vrec'h verr (p) hag ur vrec'h hir (q) ha, war bep brec'h, bannoù bodet e parzhioù ; e se, al loadoù kromozomek a spislec'hier hervez an destladur resis, da skouer, 11 p 1-3 a intenter evel henn : "trede bann eus kentañ parzh brec'h verr ar c'hromozom 11" (sl.  centromère, chromosome).

Kent War-lerc'h