Rumm livegennoù orañjez enaozet gant struzhennoù 'zo (karotez, orañjez, kourjetez, h.a.), bezant ivez en aozadoù loenel (amann, melen vi) ; treuzfurmet e vez ar b-karoten e vitamin A e-barzh bouzellenn voan an darn vuiañ eus al loened (nemet an den) ; kengrafet gant proteinoù ez a d'ober ar c'harotenoproteinoù, en o zouez moug al luc'hsae.