Yoc'henn yud, gorrek he dedro, evodet diwar gelligoù argantlen an organoù o tont eus an arc'hpervez (kanol vezhur, briant, bronkez, forzhioù degorzhañ an ilgreiz hag an avu) ; er pervez (yunegenn, klunegenn, divilhenn) e vez ar gentsez hag en avu, en ampelenn e vez peurliesañ dassezioù paot ; pa gresk ar yoc'henn e tec'han darvoudoù pervezel (steviad, darc'hoal), kennevidel (da heul tizhad an avu), gwazhiedloc'hadel (gwridadoù, dulaz, bleuz) diwar usvec'h ar serotonin borc'het ganti.