Preder

Geriadur ar vezekniezh

carboxyhémoglobinecarboxyh(a)emoglobinkarboksi-hemoglobin g.

Hemoglobin kediet ouzh ar vonoksidenn garbon (CO), a liv ruz kel ; 200 gwech brasoc'h eo krafusted ar vonoksidenn garbon ouzh an hemoglobin eget hini an oksigen (O₂), a se ar skoilh ez eo ar CO ouzh lenadur an O; marvus e vez ar pistriadur pa sav da 66 % feur an hemoglobin troet e karboksihemoglobin, eleze pa dizh 0,2 % tenor ar CO en aer analet.

Kent War-lerc'h