Yoc'henn diwar neridigezh antrevnek kelligoù anreol oc'h aloubiñ hag o wastañ ar gwiad pe ar flugezenn ma teñv, ganti an doug da skignañ dre ar bevedeg (dassezioù) ha da adfeilhañ goude bezañ dilamet pe distrujet ; dindan an termen kankr e renker an holl neridigezhioù yoc'hennus yud, forzh pere ve stad diorren (rizhellel pe oadourel) ha rizh ar gwiad ma evodont ; niverus hag anavezet fall eo arbennoù ar c'hankroù : goudrevn hêrezhel o kenttuañ d'an hanweoù, parennoù trevvael, kimiek evel an ter hag ar butun, skinadoù, viruzoù, hinadoù, boazioù emvagañ, h.a. ; hervez o rizh gwiadurel e tiforc'her ar c'harkinomoù pe kankroù epitelel pe epiteliomoù, dispaket diwar goust an amwiskadoù hag ar parenkimoù, ar sarkomoù pe yoc'hennoù mezenkimatus yud, a orin kenglenel, en o zouez sarkomoù ar gwagrennoù levrus pe mezoteliomoù yud, ar melanomoù, ar yoc'hennoù nervel yud, an dizembriomoù, ar yoc'hennoù torzhiennel ; an adanv yud hag ar pennanv yuter a empleg un niver a naouusterioù meurselladel, gwiadurel ha dedroadel hep rakvarn war ar c'hrevusted : marvus e c'hell bezañ yoc'hennoù kuñv (da skouer ar meningiom oc'h amwaskañ an empenn), endra vez kuradus un niver yoc'hennoù yud (ne vez koulz lavaret nepred dassezioù diwar epiteliomoù diazkelligel ar c'hroc'hen).