Savnig loet e-barzh molekul protein 'zo eus kennenn ar gellig, lec'h treizhañ (enankañ hag ec'hankañ) an ion ; emañ an digorded anezhi e dalc'h bleinegezh ar gennenn pe krafadur ul ligand ouzh buzer an iongan ; spesadel e vez pep savnig d'ur seurtad ion (Na + , K + , Ca ++ , Cl - ) ; liaoù galer ha gourzhaler d'an ionganoù a arverer er Yac'hadouriezh.