Araezad studiañ ha derc'hennañ ar gwelvaez diwar-bouez ar gwelvaezier ; gant ar gwelvaezier e c'haller imbourc'hiñ ar gwelvaez betek 45° ; an hentenn wellañ eo evit studiañ ar skotomoù kreiz ha lez-kreiz ; hervez ar skedoù arveret e saveler ar gwelvaeziadoù fotopek, mezopek ha skotopek (sl. adaptation, champ visuel, périmétrie).