Preder

Geriadur ar vezekniezh

calcitonine, thyrocalcitoninecalcitoninkalkitonin g.

Hormon liespeptidek undigorvell, 4500 e dolz mol, ennañ 32 amindrenkenn, borc'het gant kelligoù lez-bolc'h ar skoedenn, o wadisvec'hiañ ar c'halkiom hag ar fosfatoù, o werediñ war ar gwiad askorn dre skoilhañ ouzh an deloezañ osteoklastek, war al lounezh hag ar pervez e kenwered gant ar parathormon dre reoliñ sugañ ha dioulañ ar c'halkiom ; dindan 10 pg/mL eo feur reol ar c'halkitonin er plasma ; an dezventañ anezhañ a dalvez da zeznaouiñ kankr mezonel ar skoedenn ; e ziounit a reer ouzh kleñved Paget.

Kent War-lerc'h