Anaf diwar wered ar wrez ; tri derez a ziforc'her : 1) devad kentañ derez : eritem laurus ; 2) devad eil derez : tachadoù bras pe vrasoc'h a glogorennoù hevonn pe a dosennoù filboc'hennek war ur goueled ruz ha gouliñvek ; kemm a lakaer etre an devad eil derez don ha bas hervez ma 'z eo pe ma n'eo ket tizhet gwiskad Malpighi ; 3) devad trede derez : pulluc'hadur an amwiskadoù hag ar gwiadoù danlec'hiet.