Preder

Geriadur ar vezekniezh

bruits du coeurheart soundstrouzoù ar galon

Teskad an anadennoù stenel dec'hanet gant trovezh ar galon :  1) trouz kentañ (T₁) (Gl.  premier bruit, B₁ , Sz.  first heart sound, S₁ ), e pennderoù an drovezh kalon, diwar serridigezh an trapigoù kentez-kofig ;  2) tav bihan (Gl.  petit silence), diouzhtu goude, e-doug sistol ar c'hofigoù ;  3) eil trouz (T₂) (Gl.  deuxième bruit, B₂ , Sz.  second heart sound, S₂ ), diwar serridigezh ar sac'helloù kornloarek aortek hag a-skevent ;  4) tav bras (Gl.  grand silence), didrouz er selaouennañ etre an eil trouz ha deroù an drovezh da heul, kempred gant diastol ar c'hofigoù ;  Daou drouz all a seller evel bonan evito da vezañ degouezhek :  5) trede trouz (T 3 ) (Gl.  troisième bruit, B 3 , Sz.  third heart sound, S 3 ), trouz deroù-diastol a stader alies gant an den yaouank en e c'hourvez, kevaraezet gant ar c'halonustead, diwar daskren ar c'hofig kleiz e-kerz e leugnidigezh ;  6) pevare trouz (T 4 ) (Gl.  quatrième bruit, B 4 , Sz.  fourth heart sound, S 4 ), daskren izeldalm a-raok an trouz kentañ, dinoet dre ar c'halonstenwezer, test eus sistol ar c'hentez.

Kent War-lerc'h