Kefleuñvadoù evit lakaat war wel ar reuted a-bilhon, azon ur pilhonfo alivenn, dre araez an astenn gouzañvat eus ar c'higennoù lez-livenn : 1) damoug a-eiltu (Gl. réflexe controlatéral) : plegañ a-nerzh ar c'har hag ar vorzhed en un tu a zevoud ur fiñval en ezel all, pe plegañ (damoug kenlank, Gl. réflexe identique), pe astenn (damoug ginlank, Gl. réflexe réciproque) ; 2) arouez an askil (Gl. signe de la nuque) : plegañ gouzañvat an askil warraok a zevoud ar plegañ en izili traoñ.