Anvad genadel poreoù darreuziadek diwar hadennoù diseurt (viruz ar grip, ar ruzell, ar vrec'h nij, ar senkl, ar jotorell, an avufo, korfigoù a 'r genadoù Chlamidya, Microplasma, Rickettsia, h.a.) o tizhout ar skevent hag ar bronkez ; deraouiñ a reont dre un azoniad poreel grevus gant asikted don ha pareañ dindan div pe deir sizhunvezh ; azonet ouzh ar selaouennañ dre ronkoù bronkezel pe goustraklus, ouzh ar skinluniñ dre deñvalennoù o c'hronnañ begel ar skevent ; en tu all d'an hadennoù hennadet e chom dianav arbenn an hanter eus hevelep poreoù — en degouezh e kaver dikoc'h komz a skeventad anrizhek kentael (Gl. pneumopathie atypique primitive).