Danvezenn deveret eus ar pigell, heñvel he gweredoù ouzh re an dopamin ; prolaktindolc'her eo hag he diounit a reer evel laezhastaler ; erskrivet ouzh an azoniad laezhver-mizanliñv, ar prolaktinomoù, ar geurvleñchegezh ha kleñved Parkinson ; efedus e ve e degouezhioù 'zo a anfrouezhusted.