Preder

Geriadur ar vezekniezh

bromesulfonephtaléine (BSP) : test à la ∼, épreuve à la ∼, clairance à la ∼bromosulfophtalein test, sulfobromophtalein testprouad g. ar bromosulfoftalein (BSP), dizeul g. ar bromosulfoftalein

Prouad amkanet da imbourc'hiñ arc'hwel degorzhañ an avu ; goude sanket dre ar wazhienn un doenad BSP diouzh ar feur 5 mg / kg (pe 150 mg / m2 gorread korf), e vez delenet buan an danvezenn gant an avu ha neuze ezvevennet e ser ar vestl ; goude 15 min, ent reol e vez ar gwadvec'h dindan 25 % eus an doenad deroù, goude 45 min dindan 5 % ; er pleustr e spisaer aesoc'h barr karzhañ ar plasma gant parenkim an avu dre savelañ dizeul azrannel ar BSP, reol etre 15 ha 17 % ; leiaet e vez gant ar skorted avu.

Kent War-lerc'h