Novoù o kendaoliñ da furmiñ dremm ar grouell, anezho : an nov talel (Gl. bourgeon frontal), unek, loet azioc'h ha dirak ar stomodeom ; an dolzenn friel kreizer (Gl. massif nasal médian pe interne), unek, o c'haoliñ da amparañ en daou du an daounov friel diabarzh (Gl. bourgeons nasaux internes) ; an daounov friel diavaez (Gl. bourgeons nasaux externes) ; an daounov karvanel (Gl. bourgeons maxillaires), loet en daou du d'ar stomodeom hag o vont, e-kerz an diorreadur, da soutañ ouzh an nov talel evit amparañ an divgarvan ; an daounov gavedel (Gl. bourgeons mandibulaires), o vont da gevandiñvañ d'ober ar c'haved.