Preder

Geriadur ar vezekniezh

borderline, limiteborderline1 kembevenn b. 2 3 argefin aa.

1 Bevenn boutin etre daou hennad, daou gleñved, daou zomani, h.a. 2 A-zivout un anaez o tont a-wel gant doareoù 'zo eus un anaez all, sk. :  lovrezh argefin, etreat d'al lovrezh lepromatus ha d'al lovrezh tuberkuloidel. 3 A-zivout un anaez nad eo ket peurhiniennaet, a savlec'hier betek gouzout etre daou anaez all en askont da heñvelderioù 'zo, sk. : degouezh argefin (Gl.  cas-limite, borderline, Sz.  borderline case), bredanaezioù a renker er vevenn etre neuroz ha psikoz, peurgetket ar skizofreniezhoù dezho azonoù neuroz ; termen o verkañ muioc'h un arvar en deznaouiñ eget ur spesad kleñvedel strizh.

Kent War-lerc'h