Preder

Geriadur ar vezekniezh

bloc focal, bloc intraventriculaireintraventricular blocktolc'had annonek, tolc'had enkofigel

Mire e diabarzh ar c'hofig diwar un anaf en isrannoù pellek unan eus barroù an hordenn gentez-kofig ; tizhet e vez un tachad argrenn eus speur ar galon ; ar re baotañ eo tolc'hadoù annonek ar c'hofig kleiz ; arbenn boasañ an tolc'hadoù annonek eo an angwazhiad (tolc'had tro-angwazhiad) ; aozerion 'zo ne lakaont ket kemm etre an tolc'had annonek hag an tolc'had speur.

Kent War-lerc'h