Argrezad andiarvenn trumm un pe lies kigenn a 'r malvennoù ; ent klasel, dre zespizadur ez eo bredel ar skruz, warnañ neuz ur meid, ha kreudel an andag, oc'h azonañ un direizh nervel ; er c'hlinik avat e vez diaes skarat alies, ken ne laka aozerion 'zo kemm ebet etre ur malvennskruz hag ur malvennandag kridek ; deskrivet e vez lies furm skruzioù a 'r malvennoù : skruz ar gwilc'hata (Gl. clignotement, nictitation, nictation, Sz. nictation), arreata buan ar gwilc'hañ reol, anezhañ argrezadoù kigenn gelc'hennek al lagad kevret a-wechoù gant argrezadoù ar c'higennoù kedaler, krizer an abrant hag uhelaer ar weuz krec'h ; skruz an dispourbellañ (Gl. tic d'écarquillement), anezhañ un argrezad tantek o tevoudañ uc'higor faout ar malvennoù.