Gwezh surjianel goustegus graet war ar magadelled tizhet gant kammneuziadoù kalon dulaseiat (isvoll kef ar skevent, pevaradezh Fallot), anezhañ amparañ un dasforzhad trogorf-skevent penn-ouzh-tu pe penn-ouzh-penn etre an dalmerenn endan-drebez (dehou pe gleiz) hag an dalmerenn skevent a-gendu ; pal hevelep amdreugad eo muiaat kas an dalmerenn skevent ha gwellaat an hematoz dre lakaat da astremen er skevent gwad anpeurvec'h.