Livegenn vestlel melen-arruz, kediad tetrapirrolek ankorvellek o tisoc'h diouzh eznevid an hemoglobin e-barzh ar reizhiad retikuloendotelel ; dehentet gant ar gwad war-du an avu, kediet ouzh an albumin en ur furm dourandileizh (bilirubin digraf pe ameeun), neuze krafet ouzh an drenkenn c'hlikuronek (bilirubin krafet pe eeun) hag ezvevennet dre ar vestl (ent kleñvedel e vez bezant en troazh) ; erfin, en oaled ar pervez, treuzfurmet en urobilinogen hag e sterkobilinogen.