Liñvenn velen pe arwer, gludek, c'hwerv, alkaliek, borc'het gant an avu, kadavet er gellenn vestl ha degorzhet en daouzegenn dre ar san vestl ; ouzh he ober dour, kolesterol, fosfolipid, kevionennoù, livegennoù bestlel o tisoc'h eus ar gwadloezañ, halioù bestlel o kendaoliñ da livrizhañ an druzennoù ; dre ar vestl e vez ezvevennet an darn vuiañ eus al liaoù.