Kalvezder imbourc'h dre an daouarn evit dewerzhañ nerzh ar c'higennoù ; dre ur skeul dereziet etre 0 ha 5 e notenner an disoc'hoù ; 0 : argrezad diarvenn ebet gwelet pe deutaet ; 1 : argrezad merzhet hep fiñvadenn eus ar rann gorf ; 2 : fiñvadenn darnel ouzh ar ponnerder pe fiñvadenn glok e-maez gwered ar ponnerder ; 3 : fiñvadenn glok ouzh ar ponnerder ; 4 : fiñvadenn glok ouzh un harzerezh amgreñv ; 5 : fiñvadenn glok ouzh un harzerezh kreñv.