Preder

Geriadur ar vezekniezh

bêtarécepteur, récepteur bêta-adrénergique, bêta-récepteur adrénergiquebetaadrenergic receptorbetaadrenvuzer (b-adrenvuzer, adrenvuzer b) g. -ioù, betavuzer (b-vuzer, buzer b) g. -ioù

Luniad molekul loet e dibenn ar gwiennoù simpatek e-barzh an organoù, fraouadus gant an izoprenalin ; renkañ a reer ar betavuzerioù hervez gwered o fraouadur war an organoù m'emaint : ar buzerioù b1 loet er galon, dezho gweredoù argrezuswezher, brouduswezher, talmuswezher, renuswezher ; ar buzerioù b2 bezant e kaherioù levn ar gwazhied, ar bronkez hag ar grozh m'o devez ur gwered delaoskus ; ar buzerioù b3 bet dizoloet er bloavezhioù 1990 en adipokit, er c'holon hag er gellenn vestl ma tevoudont ar behinloezañ.

Kent War-lerc'h