Preder

Geriadur ar vezekniezh

bêtabloquant, bêtabloqueur, bêta-inhibiteur, adrénolytique bêta, bêtalytiquebeta blocker, beta adrenergic blocking agent1 betadolc'her (b-dolc'her) aa., adrendolc'her aa. beta (b) 2 betadolc'her (b-dolc'her) g. -ioù, adrendolc'her g. -ioù beta (b)

1 O skoilhañ an adrenvuzerioù b dre o ezniñvañ ouzh gwered an adrenalin hag an izoprenalin. 2 Danvezenn vetadolc'her ; perzh pennañ ar betadolc'herioù eo leiaat labour ha bevezadur oksigen ar c'haher kalon ; an darn vuiañ anezho zo bronkezstrishaus ; renkañ a reer ar betadolc'herioù hervez m'o deus a) ur gwered tolc'her digen (sotalol, tomolol), pe ma piaouont ivez ur perzh b) aroustaler kennenn (propanolol), pe c) kalondiuzel, b1-dolc'her, eleze o werediñ war ar buzerioù b1 hepken (atenolol, metoprolol), pe d) betafraouaer enien (pindolol), pe e) ouzhpenn unan eus an tri ferzh-mañ diwezhañ (an tri : akebutolol), pe c'hoazh f ) perzhioù alfa- ha betadolc'her war un dro (labetalol) ; arveret e vez ar betadolc'herioù er galonouriezh da brederiañ ar skorted kurunerel hag an uswask talmerel.

Kent War-lerc'h