Kleñved grevus reveziat er Reter Pellañ, e dianlen an emvevañ diwar riz divrennet dec'hanus da negez ar vitamin B₁, naouus ent klinikel dre strafuilhoù al loc'hañ, ar santout, an amred gwad hag ar borc'hadoù, ent neuziadurel dre dizhadur an nervennoù trobarzhel ; div furm dezhañ : a) beriberi sec'h, peluzus pe isteñvus, naouus dre seizi an izili traoñ ; b) beriberi gleb pe dourgoeñvus gant skorted kalon darwazhus, gouliñv an izili traoñ ha fennadoù trenaouezek el levrgennoù.