Preder

Geriadur ar vezekniezh

behaviorismebehaviourism, behaviorismbehavioregezh b.

Doazhadur oc'h intent ar Vredoniezh evel ur skiant ergorel rik, diazezet war studi mab den e termenoù a gentrigadoù hag a erwezhioù, a annalc'h hag a zezalc'h ; disteurel a ra ar roadennoù dangorel, an emouezañ hag ar c'hantaezañ pergen, evit plediñ hepken gant an amveziadoù a vez o reiñ tro d'an hinienn da emazasaat diouzh ar metoù ha da zanzen ur rouedad bepred amploc'h a voazioù realañ ; arzaelañ a ra an termen “bredkleñved”, evit ober anv a “strafuilhoù an emazasaat” prederiadus dre an dizarblegañ ; un dedalvezadur eo eus arlakadennoù Pavlov war an damougoù darblegadel hag an neurozioù arnod (sl.  réflexe conditionné).

Kent War-lerc'h