Strafuilh spanaennek en distilhañ, anezhañ ar bec'h o kemalañ riel ha fraezh ar mouezhiadoù, kement-se hep ma ve direizh er benvegad mouezhparañ ; lies furm a zeskriver : ar gagerezh hennadek (Gl. bégaiement idiopathique) a zeraou er vugeliezh, kevret alies gant strafuilhoù analadel hag arurioù ; ar gagerezh klasel (Gl. bégaiement classique), naouus dre an daradleñv (Gl. palisyllabie), arreata a-stroñs leñvenn gentañ ar gerioù ; ar gagerezh tantek pe haketerezh (Gl. bégaiement tonique), a zo an dic'halloud da zeluzañ ur bomm e-doug un nebeut eilennoù.