1 Gouriz eskern e diadraoñ ar c'hef, o c'hoarvezout eus an eskern kroazell ha belost en adreñv, eus an daou askorn a 'l lez en daou gostez hag en araog ; div lodenn a ya d'ober kavenn al lestr : al lestr bras (PNA pelvis major) e-krec'h, al lestr bihan (PNA pelvis minor), etrezo an digor krec'h (PNA apertura superior). 2 Endalc'her arblat a vounter dindan ar c'hlañvour en e wele evit dastum e oulennoù.