Kleñved o tizhout ar maouezed dreist holl, naouus a) ent neuziadurel, dre uswe strewek epitelienn ar skoedenn, o tec'han skoedusvorc'h ; b) ent klinikel, usvent ar skoedenn, kalonustead, treutadur, goursec'hed, kaherasikted ha krenerezh, bourbellegezh daoudu ; diazezet eo deznaou ar c'hleñved war dezventañ an hormon skoedel er gwad ha delenadur an iod skinoberiek gant ar skoedenn ; hiziv e seller kleñved Basedow evel ur c'hleñved unanhangaeel.