Kroc'henanaez lemm diwar ur viruz unrezh gant hini ar vrec'h nij, kerentiad an Herpesviridae , naouus dre un dispuilhad c'hwezigennoù, untu hogos atav, war ur goueled eritem atus, stalet dre strolloù war dreug un nervenn santout. Laurioù nervostel garv a vez a-raok an dispuihad ouzh e amheuliañ hag o trebadout pell amzer goude ar pare. Evit ar sezioù paotañ e kaver : ar senkl etre-kostoù , ar senkl lagadel , ar senkl empennel . E-kichen ar senkl gwirion e ranker digemmañ an dispuilhadoù senklvanek a zo e dalc'h anafoù nervel , kreizel pe drobarzhel ha dezho un dedro kevarall.