Preder

Geriadur ar vezekniezh

Zinsser-Engman-Cole : syndrome de ∼Zinsser-Engman-Cole syndromeazoniad g. Zinsser-Engman-Cole

Anaez dibaot hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek , moarvat, o souriñ gant ar c'houreved, oc'h erzerc'hañ war-dro an oad a 6 pe 7 vloaz. C'hoarvezout a ra eus : — 1 ul livegadur gell eus an ezkroc'hen gant korrwazhiedusvolloù war ar gouzoug ha gwrizioù an izili, hag alies isteñv ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù ; — 2 ul leukoplakiezh er genoù , an teod pergen ; — 3  ur mideñv eus an ivinoù. Ezreolderioù gwadel anarstal, goulerc'hat kenan alies, e dalc'h ur skorted askorn velel : peurolkelligoù pe amwad digevret, helivel ruzhe- pe ruzusventel ; nesaat a reont an azoniad Z.-E.-C. ouzh kleñved Franconi. Grevus eo an dedro. Darvezout a ra ar marv dre wadliñvoù, poreadoù pe zinodadur kankroù, liesel a - wechoù .

Kent War-lerc'h