Amgant nozologek ma stroller ar c'hleñvedoù diwar hadennoù eus ar genad Yersinia : 1 ∘ Ar poreadoù diwar Yersinia enterocolitica , paot kenan er priadoù, en dour, er struzhennoù. Kalz dougerion a vez hep an disterañ azon erzerc'h. En ervez emañ da zevoudañ un hollbervezfo oc'h enstrewiñ goude ha kiriek e vez gwerblennoù tanijennek ar c'hof da laurioù. Alies e vez un eritem ozvennek, takadoù ruz ha laurus o valirañ war groc'hen an divesker, ul liesarzfo ; 2 ∘ Ar poreadoù diwar Yersinia pseudotuberculosis pe Yersinia malassezii (a-gent bazhell Malassez ha Vignal), o tevoudañ poreadoù gwerblennel pe, strewekoc'h, gaouzivilhennfoioù ; 3 ∘ Ar poreadoù diwar Yersinia pestis , eleze ar vosenn. Gweredus kenan e vez ar mezeg adurioù dre ar bevastalerioù.