Anvet ivez
azoniad De la Chapelle
ez eo an azoniad un anaez a orin hilel na angorzh nemet ar baotred gant ur revezusted
1/20 000
. Devoudet eo ar furm etrerevegezh-se gant un treuzloañ eus ar c'henenn SRY (Sz.
Sex-determining region of Y chromosom
) adalek ar Y war-du an X (sl. an evezhiadenn amañ dindan). Naouus eo dre gammneuziadoù an
organ
où
genel
, evel un hipospadiaz, un dilerc'h diorren eus ar c'hlidennoù, ur sperangellig hag ur venevvronnegezh. Diazezet eo ar
mezeg
adur war ziounit testosteron (
hormon
gurañ).
Evezhiadenn :
Loet eo ar c'henenn SRY war ar c'hromozom Y, gourevel hepken (kromozomoù revel ar baotred zo XY ha XX evit ar merc'hed). Devoudus eo ar c'henenn SRY en diforc'hekadur revel gourev/ benev, dre gevaraezañ danzeadur ar protein TDF (Sz. Testis Determining Factor). Enniñvañ a ra an TDF lies genenn o tec'han furmadur ar c'hlidennoù. Gant ar venev, ezvezañs ar c'henenn SRY a gas da furmadur ar vierezioù. E degouezh un dargenad hilel eus ar c'henenn SRY gant ar gourev e c'hell hennezh kaout organoù revel benevel. Bez' ez eus ivez degouezhioù dibaot a dreuzloadur, ma n'emañ ket ar c'henenn SRY war ar c'hromozom Y, met war ar c'hromozom X : ur venev a c'hell neuze kaout organoù revel gourevel.