Preder

Geriadur ar vezekniezh

xanthomes cutanés ◊ ◊ ksantomoù kroc'hen

—  Ksantomoù strewek (Gl.  xanthomes disséminés Sz.  xanthoma multiplex ) : doare ksantomoù gant elfennoù bihan, a-vec'h balirek, melen ha goude azgell, dasparzhet war ar c'horf a-bezh, dreist holl war ar c'hrizadoù plegañ ha war dalioù kostezel ar gouzoug. Bec'h ar c'holesterol pe lipidoù all ar gwad ne sav ket a - ser ganto ; disoc'h a reont diouzh un neridigezh retikulohistiokitel, digevret pe o vezañ unan eus elfennoù kleñved Schüller-Christian.

—  Ksantom dispuilhat (Gl.  xanthome éruptif Sz.  eruptive xanthoma ) : ksantom, a zo an elfennoù krugennek anezhañ , a vent gant penn ur spilhenn pe ur bizenn, melen sklaer, niverus kenan ha tolpet, o tedreiñ a-frapadoù ( ksantomatoz dispuilhat ) war dal astenn ar bleñchoù, ar feskennoù, an divweuz hag ar stavn askorn ek. A-wechoù e vezont kevredet gant un avufelc'husvent hag un ilgreizfo ; emaint e dalc'h un lipidwadusvec'h muiek ha padennek eus ar rizh 1, 4 pe 5 .

—  ksantom plaen (Gl.  xanthome plan Sz.  xanthoma planum ) : seurtad ksantom yoc'hennvanek amparet gant brizhennoù bihan pe nozelanoù melen. Hollek pe lec'hiek e c'hell bezañ , hag arsellet e vez war dalioù astenn an divvrec'h, war an daouilin hag an daoulin, war blegoù ar palv, ha dreist holl war ar malvennoù (ksantelasma). Ar peurliesañ emañ ar ksantom plaen kevret gant al lipidwadusvec'hioù aterombar (rizhoù 2 ha 4).

—  ksantom torosennek (Gl.  xanthome tubéreux Sz.  xanthoma tuberosum ) : seurtad ksantom yoc'hennvanek sezet war dalioù astenn an daouilin, an daoulin, war an divskoaz, amparet gant koeñvennoù boullek pe gengronnet, al liv anezho o vont eus ar melen d'ar ruzvouk hag an ec'honad en ervez da dizhout hini ur vandarinenn. Ar peurliesañ e vezont kevredet gant lipidwadusvec'hioù kolesterolek (rizhoù 2 ha 3).

—  ksantom yoc'hennvanek (Gl.  xanthome en tumeur ) : ksantom kevredet gant kolesterolwadusvec'h ; kemm a lakaer etre ar ksantomoù plaen hag ar ksantomoù torosennek. En ervez emaint da vezañ azon kroc'henel ar ksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel pe bezañ kevredet gant ar c'holesterolwadusvec'h pe kleñvedoù all (ikterioù padek, kirroz ksantomatus, skoedisvorc'h, h.a.). — Ar ksantomoù a c'hell dinodiñ gant gouzrec'hioù reol o gwadvec'h lipid, en anaezioù 'zo, da skouer : ar ksantogranulomatoz yaouerel, ar ksantomatoz kroc'hen-glaourgenn gant diabet heuz, an histiokitoz X, ar ksantoleukemiezhoù, disglobulinemiezhoù 'zo.

Kent War-lerc'h