Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek, naouus ent klinikel dre vezañs ksantomoù (ksantomoù kroc'hen e rezh yoc'hennoù, ksantomoù stirennel), ksantelasma, trogornsaeenn hag aterom kentrat en talmerennoù, sourus en erdebad (kevenkez, talmerennfo empenn) ; ent bevoniel , dre ul lipidwadusvec'h, oc'h angorzhañ dreist holl ar c'holesterol (ar bec'h anezhañ , alies uheloc'h eget 5 g/L , a dizh pe a zistremen an drederenn eus hini al lipid hollel) hag ar β -lipoproteinoù ; evit an triglikeridoù zo a-vec'h uhelaet ent keñverel . Ar gwadusvec'h kolesterol hennadek pe familhel zo ur furm grai a ksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel , ma n'eus nemet an arouezioù dourennel. — An kez seurtad a lipidwadusvec'h gant gwadveiz boull, a glot gant rizh II Frederickson, a vez nebeut kizidik ouzh an hanren islipidek (sl. hypercholestérolémie ).