Lipoidoz hêrezhel diwar divig dour rannañ an triglikeridoù, treuzkaset er mod aotozomek enkilek . Naouus eo dre razekadurioù uslounezhel, un avufelc'husvent hag un dreistkarg kolesterol. Darvezout a ra ar marv e-tro pevare miz an hoali. Devoudet eo an azoniad gant un divig ad lipaz trenkek lizozomel.