Preder

Geriadur ar vezekniezh

Wiskott-Aldrich : syndrome de ∼Wiskott-Aldrich syndromeazoniad g. Wiskott-Aldrich

Azoniad hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, o tarvezout gant magadelled gourev. Adalek deizioù kentañ an hoali e tinod ur purpura hag alies ur melena ha goude, e-tro an trede miz, un ekzema. Marvus eo bepred an dedro diwar gwadliñvoù ha poreadoù (kroc'henel, skouarnfoel pe skeventel). Anv zo eus ur c'hleñved dre hangaezivig, un disgammaglobulinemiezh gant muiadur an immunoglobulinoù (Ig) A ha leiadur an IgM, strafuilh an dreistkizidigezh daleet hag olpladanoù (sl. carence immunitaire, déficit immunitaire, immunodéficience ).

Kent War-lerc'h