Skorted analadel argreskus gant elanal, entenn ha dulaz, o tinodiñ gant nevezc'hanidi rakkoulzek. Ar skinlunioù skevent a ziskouez skeudennoù nozelek kevredet gant un neuz rouedek, gant takadoù emfizem ha kistoù aezhel. An kez azoniad, dianav an orin anezhañ , a zisoc'h alies gant ar marv dindan un nebeut sizhunvezhioù. A-wechoù e vez pareet diwar-bouez un oksigengurañ kendalc'het e-pad lies mizvezh.