Pistriadur gant ar barbitureier ; deraouiñ a ra ar varbituregezh lemm (argeziad emlazhañ) dre ur prantad mezed ha dedreiñ en ur c'homa war zonaat gant strafuilhoù ar c'helc'hstrishaerioù, istead analañ, stertor, iswrester ha falladur kalon ; ar varbituregezh goulemm (mezegadurioù) a zec'han anadennoù hollek, terzhienn, gouliñv, kroc'henanaezioù.