Naoued gwadliñvel hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek deskrivet da gentañ en inizi Åland (Suomi). Paotañ strafuilh genezhel er gwadkaeañ (kentael) eo. O teraouiñ er vabaniezh, naouus eo ent klinikel dre wadliñvoù kroc'hen (bronduennoù), glaourgennoù (fronwadad, munsunwadañ, gwadliñvoù an huegoù, mizwadliñvoù) ha dre arzwadadoù ; a - wechoù
ent vevoniel dre un hiraat muiek eus an amzer wadañ ha dre ezreolderioù plasmatek : divig ad parenn VIII ha parenn Willebrand ; reol e vez pad ar c'haoulediñ, hiraet an amzer kefalin blivaet ha reol an amzer Quick, reol e vez ar pladanoù evit a sell an niver hag ar perzhioù anezho , lakaet er - maez ul leiadur eus o glenusted (sl. Salzman : test de ∼ ) hag eus o dazgludañ gant ar ristoketin, diwar ezvezañs parenn Willebrand. Dedro ar c'hleñved, henek gant frapadoù, a ya trema un distav gorrek. Diouzh an dro e vez arveret an desmopresin ha devec'hiadoù parenn von Willebrand. — Tri rizh a vez deskrivet : 1 an hini paotañ ; 2 ( ennañ ar strolloù daskenadoù A, B, M, N) ha 3, a - ziwarlerc'h ar gerent, dibaot ha grevus. — Ditouret ez eus bet degouezhioù dibaot kenan a azoniad Willebrand arzeuat , dre unanhangae moarvat, e - doug al lupuz eritem atus lemm strewek, al leukemiezh limfoidel henek pe allergiezhoù liael (sl. thromboplastinogène, thrombopathie pseudo-Willebrand IIb, desmopressine ha Willebrand : facteur de von ∼ ).