Preder

Geriadur ar vezekniezh

Widal : lois de ∼Widal's lawssavelennoù l. (b.) Widal

Reolennoù istorel o savelañ erdebad tonkadel ul lounezhfo henek a - geñver gant ar gwadvec'h urea o tigemmañ pevar live : 1 ur bec'h urea gavaelet etre 8 ha 16 mmol/L a zle ded ennañ an evezh ; 2 ur bec'h gavaelet etre 16 ha 33 mmol/L a verk un tizhad dieiltro eus al lounezhi o kas d'ar marv a-barzh daou vloaz ; 3 ur bec'h urea er gwad uheloc'h eget 33 mmol/L a laka erdebad ar marv war-lerc'h un nebeut mizvezhioù ha 4 , ur bec'h uheloc'h eget 50 mmol/L a vez diougan ur marv hogozek. Araokadennoù ar yac'haat, araezadoù an dializañ pergen, o deus digresket a-galz darganusted an kez “savelennoù”.

Kent War-lerc'h