Skleroderma isteñvek gant poikiloderma, yoc'hennoù kroc'hen, tizogvanegezh ha ferennlug a-gaenenn daoudu a rizh enborc'hadel ; un naoued hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek eo, oc'h erzerc'hañ gant an oadour yaouank, kevredet a - wechoù gant osteoporoz, diabet hag ateroskleroz kentrat , o tisoc'hañ gant ur c'hoshaat rakkoulzat. Darvezout a ra ar marv war-dro pemont vloaz, a - wechoù dre berzh un anaez yud (sl. Rothmund-Thomson : syndrome de ∼ ).