Dazgwered amkanet da zinoiñ ur c'hementad bihan a wad hag arveret evit arglask ar gwadliñvoù amguzh e - barzh diouladoù diseurt. An danvezenn da imbourc'h iñ, arwerc'het dre an drenkenn aketek hag an eter, a vez azdodet outi tentur gaiak hag ur banne dour oksigen ; mar bez gwad enni ez eo an tentur gaiak oksidet gant an oksihemoglobin hag e teu ar meskad da vezañ glas.